C’est quoi ce cinéma ?!! / Petra eo ar sinema-mañ ?!! LE PROGRAMME 2015

, par  Canal Ti Zef , popularité : 4%

C’est quoi ce cinéma ?!! / Petra eo ar sinema-mañ ?!! E Lopereth ’vo an abadenn, e ti-feurm ar Meot.

C’est à Lopereth, ferme du Meot à Mezout Braz.

Kino Kabaret Emgav d’an 23 ha 24 a viz mae, da 9e30 mintin, enskrivadur dre ret.

Rendez-vous les 23 et 24 mai à 9h30, inscription obligatoire.

E Brezhoneg / Français

D’ar sadorn 23 a viz mae :

Adalek 3e : c’hoarioù gant Dezepion, stal « SPIP » e brezhoneg gant INFINI (ul lec’h evit kejañ an eil gant egile ez eo ar stal SPIP. A wechoù e c’hell bezañ teknikel met digor eo d’ar re a grog memestra. Evit Gouel Breizh e vo troet elfennoù SPIP e brezhoneg). Lec’h evit pellkargañ filmoù hag a zo libr o gwirioù.

  • 3e30 skignañ ar film

LE COMBAT D’UNE FEMME : Fati Hamidou pe an trec’h war an dalc’h-korv

Ur film sevenet gant Amadou Souley A. « Koye » ha Jenna MacLellan (Niger, 2008, 26 mun)

JPEG Kontet ’vez ’barzh ar film-mañ stourm ur vaouez : Fati Hamidou, ur plac’h youank hag ez eo deuet a-benn, daoust d’he dalc’h-korv, da ziorren meur a zonezon (kanerez, atletez liesimplij etrebroadel, kemenerez ha stourmerez evit gwirioù ar merc’hed.

Da heul ar film e vo eus ur gaozeadenn gant kensevener ar film, Amadou Souley A. « Koye ».

  • 5e skignañ ar film
  • A la ferme

sevenet gant Pierre-Louis Levacher- L’œil et la main, 2013

Laurent et Magali Guérin, ur c’houplad labourerien-douar bouzar, ’zo staliet e Plénée-Jugon, ur gêriadenn war-zu Aodoù an Arvor. Diskouez a reont o buhez pemdeziek ha pegen e c’hell bezañ start o labour. An testeni-mañ a ziskouez an dalc’h a-fed ekonomiezh hag ar pal da dizhout evit gellet bevañ ha labourat e giz-se.

Da heul e vo eus ur gaozeadenn "kreñvoc’h eget ar meot, e gwirionez !"

  • 7e : Digor-kalon, sonadeg gant Quai-Branlot ha Swing Minouche
  • Adalek 8e30  : fest-noz gant :

MEASCAN


DAOUIOU Gwen Kivijer / KERVERN

Samedi 23 Mai :

A partir de 15h00 : jeux avec Dezepion, atelier « SPIP » e Brezhoneg avec INFINI (L’apéro SPIP est un espace de rencontre parfois un peu technique mais ouvert aux débutants et débutantes.
Nous proposons, dans le cadre de la fete de la bretagne un apero spip axé sur la traduction d’élément spip en breton.), espace de téléchargement de film libre.

  • 15h30 projection du film

LE COMBAT D’UNE FEMME : Fati Hamidou ou la victoire sur le handicap

Un film de Amadou Souley A. « Koye » et Jenna MacLellan (Niger, 2008, 26 mn)

JPEGLe film met en scène le combat d’une femme : Fati Hamidou, une jeune femme qui, malgré son handicap, a su développer de multiples talents (chanteuse, athlète polyvalente internationale, couturière et militante féministe).

Projections suivie d’une rencontre avec Amadou Souley A. « Koye », co réalisateur.

  • 17h00 projection du film
  • A la ferme

de Pierre-Louis Levacher- L’oeil et la main, 2013

Laurent et Magali Guérin, un couple d’agriculteurs sourds, sont installés à Plénée-Jugon, un village des Côtes-d’Armor. Ils évoquent leur vie, leurs conditions de travail ainsi que leur quotidien. Ce témoignage montre les enjeux économiques d’une entreprise familiale et les défis d’une telle existence.

Projection suivie d’une discussion "plus fort que les Béliers, la réalité !"

  • 19h00 : apéro-concert avec Quai-Branlot et Swing Minouche
  • À partir de 20h30  : fest-noz avec :

MEASCAN


DUO Gwen Kivijer / KERVERN

D’ar sul 24 a viz mae :

  • Adalek 3e : c’hoarioù gant Dezepion, stal « SPIP » e brezhoneg gant INFINI (ul lec’h evit kejañ an eil gant egile ez eo ar stal SPIP. A wechoù e c’hell bezañ teknikel met digor eo d’ar re a grog memestra. Evit Gouel Breizh e vo troet elfennoù SPIP e brezhoneg). Lec’h evit pellkargañ filmoù hag a zo libr o gwirioù.

C’hoariva, abadennoù evit ar vugale.

  • Diouzh an abardaezh, kontadennoù evit ar re vihan hag ar re vras gant ar strollad la Rigole.
  • 3e30 skignañ ar filmoù :

Les cochons n’existent pas,
ur film sevenet gant Damiens Meaudre, 46 mun

E miz here emaer, hir eo an nozioù. Gleb eo, ruilhal a are dour glav. O paouez en em staliañ evel saver bioù-laezh emañ un den. E-kichen e vez savet moc’h gantan, er maez, er parkoù, un dra ral ha talvoudus hiziv-an-deiz. Karout ha aozañ a ra an daou zesavadur-mañ en un doare disheñvel. Ar c’horvoù n’int ket korvoù den ’zo tost-tre. Frotet ’vez outo, pellaat a reont dezouto. Tamm ha tamm e sav ar fiziañs an eil ouzh egile. Ur vandenn-moc’h, ur vandenn-saout hag un den eo. Analet ha c’hwezet ’vez ganto, en o c’hichen.

Cheval blême
ur film sevenet gant Damiens Meaudre, 16 mun

O vevañ gant daou varc’h emañ Monna abaoe eo bihan toud. Dic’hortoz eo an darempredoù etrezañ hag ar c’hezeg, kurius hag aonig anezho. Neuze e vez ijinet ur c’hoari a-benn kompren gweloc’h al liammoù etre un den ha loened.

Da heul ar filmoù e vo eus ur gaozeadenn gant ar sevener.

  • 5e : pezh-c’hoari Pa Gouezh ar Mogerioù / Quand les murs tombent, krouet gant ar strollad Paritito

Krouidigezh gentañ Paritito ez eo Pa gouezh ar mogerioù/Quand les murs tombent. Reiñ a ra komedianed ar strollad da glevet un destenn savet gant Mélanie Giotto ha Béatrice Bazin a ziwar atersadennoù liesseurt bet graet ganto war tem an emdroadur hiniennel. Petra a c’hoarvez ennomp-ni pa greskomp, pa zeomp er-maez deus ar voestigoù strizh omp da vezañ desavet enno ? Pa teu stankoc’h hon frankiz ? Pa c’hoarzhomp o kompren en ul luc’hedenn hon doa abaoe pellig amzer ur gwel brav war ar mor hep gouzout deomp ? Penaos e c’hell an den en em zresañ ? Penaos e teu deomp ar momedoù emdreiñ , pa c’hell ur ger, ur jestr, ur son mouezh touchañ ac’hanomp betek lakaat ac’hanomp da cheñch hon buhezoù, hon c’hoantoù, hon sell war ar bed ? Daoust hag e c’hellomp reiñ da gompren an dizoloadennoù-se d’un hinienn all ? Daoust hag e c’hellomp boutañ anezho ha profañ anezho d’unan all ? Daoust hag e c’hell an den kavout dafar emsevel e-barzh istorioù ar re all ? Ha possupl ez eo lakaat tizh war al lusk kreskiñ ?

Tizer "Pa gouezh ar Mogerioù/Quand les murs tombent" from Paritito on Vimeo.

  • 6e30 sonerezh gant ar strollad Kerloa ha skignañ ar c’h/Kino Kabare.

Dimanche 24 Mai :

  • A partir de 15h00 : jeux, atelier « SPIP » en breton avec INFINI (L’apéro SPIP est un espace de rencontre parfois un peu technique mais ouvert aux débutants et débutantes.
    Nous proposons, dans le cadre de la fete de la Bretagne un apéro spip axé sur la traduction d’éléments spip en breton.), espace de téléchargement de films libres. Interventions théâtrales, spectacle pour enfants.
  • Durant l’après-midi, des contes pour petits et grands avec la Compagnie la Rigole.
  • 15h30 projection des films :

Les cochons n’existent pas,
un film de Damiens Meaudre, durée 46 mn

Nous sommes au mois d’octobre, les nuits sont longues. L’humidité règne, la pluie ruisselle. Un homme vient tout juste de reprendre une ferme de vaches laitières. A côté, il élève des cochons dehors, dans les champs, chose rare et précieuse de nos jours. Il aime et organise ces deux élevages très différemment. Les corps non-humains sont tout proches, on s’y frotte, on s’en écarte. On s’apprivoise mutuellement et, progressivement, les présences s’imposent à nous. C’est un troupeau de cochons, un troupeau de vaches et un homme avec lesquels on respire et transpire.

Cheval blême
un film de Damiens Meaudre, durée 16 mn

Monna vit avec deux chevaux depuis qu’il est môme. Il entretient une relation étonnante avec eux,
curieux et peureux dans leur grand champ. Un exercice insolite s’invente alors pour en voir plus dans cette relation entre un humain et des animaux.

Projection suivie d’une rencontre avec le réalisateur.

  • 17h00 : théâtre Pa Gouezh ar Mogerioù / Quand les murs tombent, une création de la compagnie Paritito

La première création de Paritito est "Pa gouezh ar mogerioù" / "Quand les murs tombent", jeu d’actrices et d’acteurs sur un texte de Mélanie Giotto et Béatrice Bazin construit à partir d’interviews individuelles sur le thème de la transformation de soi. Qu’est-ce qui se passe en nous quand on grandit, quand on déborde des petites boîtes où nous poussons sagement, quand on gagne de la liberté, quand on s’aperçoit dans un rire qu’on avait finalement vue sur la mer ? Comment arrivent ces moments précieux où la rencontre avec une parole, un geste, une intonation prennent sens pour nous au point de transformer nos vies, nos envies, notre perception du monde ?
Jusqu’où peut-on partager ces moments ? Peut-on les bouturer pour en faire des cadeaux ? Peut-on se saisir de ce qui fait sens pour les autres et s’en construire plus fortement ? Peut-on accélérer le grand grandissement ?

Tizer "Pa gouezh ar Mogerioù/Quand les murs tombent" from Paritito on Vimeo.

  • 18h30 musique avec Kerloa et projection du Kino Kabaret.

Brèves Toutes les brèves